Goloet eo bet Menez Are gant ur gwiskad mat a erc'h!
Erc’h ha riell zo ‘ba Breizh abaoe dec’h… ha dreistholl ‘ba kreiz ar vro. Meur a santimetrad erc’h zo bet ‘ba Rostrenn, Pondi pe c’hoazh ‘ba Menez Are. Diskennet eo an tamperadurioù dindan zero e-kerzh an noz. Ar pep chalusañ eo ar riell ‘neus skornet an hentoù evit beure. N’eo ket boaz an nen ken gant seurt « darvoudoù amzer »… Roomp ar gaoz da Yann Gilbert zo o chom ‘ba Sant-Kadou, ur barrez ‘oa bet goloet mat gant ar vantell wenn… Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.
poltred: Filckr.com